Kenlabourerien ©OpenStreetMap
Pourchas a ra OpenStreetMap roadennoù kartennaouiñ da viliadoù a lec'hiennoù web, arloadoù hezoug hag ardivinkoù
Savet eo OpenStreetMap gant ur gumuniezh gartennerien a-youl vat a genlabour hag a gempenn roadennoù diwar-benn hentoù, gwenodennoù, kafedioù, tiez-gar, ha muioc'h c'hoazh, er bed a-bezh.
Gouiziegezh lec'hel
OpenStreetMap a laka ar pouez war an anaoudegezh eus an dachenn. Implijout a ra ar genlabourerien skeudennoù tapet diwar nij, mekanikoù GPS ha kartennoù klasel abalamour da wiriañ ez eo reizh ha hizivaet OSM.
Renet gant ar gumuniezh
Liesseurt hag entanet eo kumuniezh OpenStreetMap. O kreskiñ emañ bemdez. E-mesk hor c'henlabourerien ez eus kartennourien entanet, tud a-vicher eus ar GIS, ijinourien hag a laka servijerien OSM da vont en-dro, denegourien hag a sav kartennoù eus an takadoù gwastet gant gwallreuzioù ha kalz re all. Evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar gumuniezh, sellit ouzh Blog OpenStreetMap, deizlevrioù an implijer, blogoù ar gumuniezh, ha lec'hienn Diazezadur OSM.
Roadennoù digor
OpenStreetMap zo roadennoù digor: gallout a rit implijout anezhañ evit forzh pseeurt pal keit ha ma roit kred da OpenStreetMap ha d'ar re a labour warnañ. Ma cheñchit ar roadennoù pe ma harpit warno e doareoù zo, e c'hallit skignañ an disoc'h dindan ar memes aotre-implij hepken. Sellit ouzh Gwirioù oberour hag Aotre-implijout evit gouzout hiroc'h.
Titouroù gwirel
Al lec'hienn-mañ ha kalz servijoù liammet ouzhpenn a vez oberataet gant Diazezadur OpenStreetMap (OSMF) en anv ar gumuniezh. Implijout hor servijoù oberataet gant OSMF a zo suj d'hon Termenoù implij, hon Acceptable Use Policies hag hor Politikerezh prevezded.
If you would like to use OpenStreetMap maps or data please make sure to attribute OpenStreetMap—refer to Attribution Guidelines for more information.
Specifically for using a screenshot from OpenStreetMap directly in your book, publication, film or TV show, you do not need to ask for permission as data in OpenStreetMap is open for all to use. Refer to the Attribution Guidelines and see existing examples in Film and TV.
Please mont e darempred gant diazezadur OSM for any other licensing, copyright or other legal questions.
OpenStreetMap, al logo gant al loupenn hag ar State of the Map a zo merkoù marilhet an OSMF.
Kevelerien
Hosting is supported by Fastly, Izili an embregerezh OSMF, and other Kevelourien.